Da goulz an aloubadeg roman edo o c'hêr vras, pe o c'heoded, e Venta Icenorum (Caistor St Edmund e-kichen Norwich en deiz a hiriv).
Ar penn Prasutagus a eas a-du gant ar Romaned, ha neuze e voe lezet da roue gant an impalaer roman Claudius. D'ar Romaned ne dlee an dra-se padout nemet betek marv ar roue brezhon. Goude e vije roet d'an impalaer, hêr madoù ar roue.
Pa deuas an ofiserien roman e rejont gaou ha gwall d'e wreg Boudika ha d'e verc'hed, hag ar bobl en em savas enep dezho. Er bloavezh 61, mouget an emsavadeg renet gant Boudika, rouanez an Ikened, e voe distrujet Londrez.
Anv
- A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982., p. 373-74-75
pezhioù moneiz kent ar Romaned : ECEN, ECENI, EC, ECN, ECE
enskrivadur war ur walenn : CEN (bet kavet er stêr Tas, e-kichen Caistor St Edmunds / Venta Icenorum)
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) * Dizalbad Roma (-390) * Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa * Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) * Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) * Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) * Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)